Page Accueil
page en français
stajoù brezhoneg
stajoù sonerezh, kan, dans
kreizennoù vakansoù
raktresoù all
Studi ha Dudi
Studi ha Dudi
6, hent Sant Per
22720 PLIJIDI
studi-ha-dudi@wanadoo.fr
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Dudioù, diskouezhadegoù, devezhioù "dorioù digor", kendiviz diwar-benn an divyzhegezh, beilhadegoù, nozhvezhioù "cinema", labour kaset war ar glad, raktres war ar gwenojennoù... Studi ha Dudi a gas kalz a raktresoù pe war-eeun, pe en ur genlabourat gant kevredigezhioù all, gant an dilennidi, pe c'hoazh gant tud 'zo. Amañ dindan e kavfet un tañva eus al labour-se...
 

- ar raktres war ar gwenojennoù

- kendiviz ha labourioù kaset war doareoù kelenn an divyezhegezh
 
1/ Raktres war ar gwenojennoù

Abaoe 2007 eo krog Studi ha Dudi da labourat evit Emglev Kumunioù Boulvriag evit ur raktres war ar gwenojennoù : gwelaat ar gwenojennoù digoret dija, krouiñ liammoù ha troioù nevez etre ar gwenojennoù-se, lakaat war-wel pinvidigezhioù pep kumun (peulvennoù, stankoù da gannañ, feutennioù, fornioù evit poazhañ bara...), digeriñ gwenojennoù nevez, gwelaat an doareoù da hentchañ an dud...

Kaset e vez ar raktres-se asambles gant an dilennidi hag an 10 kumun bodet en Emglev Kumunioù :

  • Boulvriag
  • Pont-Melvez
  • Mousteru
  • Koadoud
  • St Rien
  • Senven-Lehard
  • Plijidi
  • Kerber
  • Magor
  • Kerien
 
Baleadenn sonet e Plijidi - Miz Gwengolo 2007
 
2/ Kendiviz ha labourioù kaset war doareoù kelenn an divyezhegezh
 

E 2005 en deus labouret Studi ha Dudi evit krouiñ ur c'hendiviz war an divyezhegezh hag aozañ un darvoud e Breizh gouestlet d'an doareoù kelenn evit ar brezhoneg. 150 kelenner bennak a oa en em gavet evit ar wech kentañ e Breizh evit eskemm war danvez o vicher, war o doareoù kelenn...

 

Kaset e oa bet an aozañ gant Studi ha Dudi ha kenaozet ar c'hendiviz-se d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Here 2005 gant ur skipailh sturiañ :

  • Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (U.G.B.) a stroll ar gelennerien a labour gant ar brezhoneg (pe a gelenn brezhoneg) e kement skol zo (Skolioù Diwan, klasoù divyezhek an Deskadurezh Stad, klasoù divyezhek an Deskadurezh Katolik)
  • An aozadurioù a stumm ar gelennerien hag ar skolaerien : Kelenn (kreizenn stummadur evit ar skolioù Diwan) hag an dud e karg eus ar c'helenn e Diwan, ar C.F.E.B. („Centre de formation aux enseignements du breton“ / Skol ar Gelennerien), aozadur stag ouzh an IUFM hag a stumm ar skolaerien divyezhek evit an Deskadurezh Stad, tud ar CFP a ra war-dro stummadur ar gelennerien/skolaerien divyezhek evit ar skolioù katolik
  • D.A.O. (Deskiñ d'an Oadourien) a vod an aozadurioù kelenn evit an oadourien

Emañ ar skipailh sturiañ o labourat bremañ evit ma vefe embannet Aktoù ar C'hendiviz kentañ-se ha kaoz a zo etrezomp eus un eil Kendiviz a c'hallfe bezañ aozet e 2009.

 

150 kelenner a oa en em gavet e Plijidi ha Boulvriag d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Here 2005 evit 2 devezh eskemm ha stummadur.

 
 
 
Baleadenn sonet ha kanet - Koad Avaugour - Miz Here 2006
   
 
An 10 kumun-se a zo tost-tre ouzh koadoù bras Koad Meur hag Avaugour (Kuzul Meur Departamant Aodoù an Arvor a zo perc'henn warne) ha rinier an Trev a dremen e-kichen. Eno e kaver ur gwir binvidigezh a fed Glad ha Natur hag e talv a boan teurel ur sell oute. Amañ dindan e kavfet pajennoù evit reiñ c'hoant deoc'h da dont d'ober baleadennoù :
 
   
 
   
   
 
 
Prezegenn Josep Maria Artigal - Plijidi d'ar 24 a viz Here 2005
   
 

Programm ar C'hendiviz
d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Here 2005

   
  Programm Kendiviz 2005 dre ar munut
   
 

5 prezegenn gant klaskourien ha kelennerien Skolioù Meur barrek war an doareoù kelenn evit an eil yezhoù :

  • Lukian KERGOAT (Skol Veur Breizh Uhel Roazhon II)
  • Josep Maria ARTIGAL (Barcelona - Bro Gatalunia)
  • Itziar ELORZA (San Sebastian – Bro Euskadi)
  • Jacques MONTREDON (Skol Veur Besançon)
  • André CLEMENT (IUFM Mende – Lozère)

3 stal-labour

  • Stal-labour « Kentañ Derez »
  • Stal-labour « Eil Derez »
  • Stal-labour « Kelenn d'an Oadourien »

Un daol-grenn gant dilennidi eus ar vro, eus an Departamant hag ar Rannvro, gant tud e-karg eus ar c'helenn evit ar brezhoneg hag ar sevenadur e-barzh an Deskadurezh Stad.