Page Accueil
page en français
stajoł brezhoneg
stajoł sonerezh, kan, dans
kreizennoł vakansoł
raktresoł all
Studi ha Dudi
Studi ha Dudi
6, hent Sant Per
22720 PLIJIDI
studi-ha-dudi@wanadoo.fr

2 greizenn vakañsoù
e brezhoneg

etre an 13 hag an 19
a viz Gouere 2008
 
1/ Dao Pschiiit, Schlak !... bec'h d'ar skiantoù !
2/ Marc'hegañ Live 1-2-3
 
Pellgargit ar follenn enskrivañ
 
Kasit deomp ur gemennadenn pe ho koulennoù
 
24 bugel e oa en em gavet warlene e-pad an hañv 2007 evit ur sizhunvezh a c'hoarioù hag a dudioù prientet evite gant Erwan, Marianne, Agathe ha Maël.
Evit ar bloaz e vo aozet div greizenn vakañsoù gant skipailh Studi ha Dudi. War ar roll : 2 dem disheñvel met ivez c'hoarioù ha dudioù holl asambles evit an daou strollad bugale en em gavo e-pad ar memes sizhunvezh e Plijidi.
 
1 / Dao Pschiiit, Schlak !... bec'h d'ar skiantoù !
  • adalek ar sul 13 betek ar sadorn 19 a viz Gouere 2008
    (7 devezh ha 6 nozvezh)
  • Tem : Mont d'ar skiantoù dre ar c'hoarioù
  • Bugale etre 8 ha 11 vloaz
  • Niver a blasoù : 24
  • Priz : 230 € (degemeret e vez ar chekennoù vakañsoù)
  • Rener : Erwan Hémeury
  • Bod e Kreizenn Studi ha Dudi - Plijidi (22)
 
Pellgargit ar follenn enskrivañ
 

Lakaat ur fuzeenn da nijal, sevel ur vilin avel, ober gant nerzh an dour, selaou froumoù ar soniadoù… Ur sizhunvezh dic'hortoz, leun a daolioù esa a bep seurt, gant surentez ha doujañs ouzh an en-dro. Amprouiñ ha krouiñ gant bitrakoù, ober gant traoù adimplijiet : an danvez skiantourien a gerzho war roudoù Newton hag Archimede gant fent ha plijadur !

C'hoarioù ha beilhadegoù ivez asambles gant ar strollad "Marc'hegañ ! » dre ma vo degemeret er memes koulz bugale an div greizenn vakañsoù e-barzh ti klet ha nevesaet Studi ha Dudi e Plijidi e kreiz Bro-Dreger.

 
2/ Marc'hegañ Live 1-2-3
  • adalek ar sul 13 betek ar sadorn 19 a viz Gouere 2008
    (7 devezh ha 6 nozvezh)
  • Tem : Marc'hegañ, soignal al loened, baleadennoù
  • Bugale etre 8 ha 11 vloaz
  • Niver a blasoù : 20
  • Priz : 290 € (degemeret e vez ar chekennoù vakañsoù)
  • Renerez : Meva Guégan
  • Bod e Kreizenn Studi ha Dudi - Plijidi (22)
 
Pellgargit ar follenn enskrivañ
 

6 eurvezh marc'hegañ, kentelioù, baleadennoù bras, hag ivez ober war-dro ar c'hezeg ha deskiñ ar c'heriaoueg arbennik evel-just ! Un hanter devezh bemdez er greizenn marc'hegañ Koad Maodez e St Rian. Peadra da gaout plijadur gant al loened !

Savet a vo strolladoù kempouez e-keñver live pep bugel a-fed marc'hegañ (deraouidi, bugale barrek).

C'hoarioù ha beilhadegoù a vo graet asambles gant ar strollad "Dao, Pschiiit, Schlak ! » dre ma vo degemeret er memes koulz bugale an div greizenn vakañsoù e-barzh ti klet ha nevesaet Studi ha Dudi e Plijidi e kreiz Bro-Dreger.

 
 
 

 

Hañv 2007 - Ar C'hlaskour Bras Newton hag e danvez-klaskourien bihan oc'h ober o zaolioù esa war ar maez e Plijidi !
 
... mat da choût !
  • Degemeret e vez ar Chekennoù vakañsoù
  • Aotre JEP (Kevredigezh "Jeunesse et Education Populaire") tapet e 2007 (DDJS Aodoù an Arvor (Niv 22 JEP 084).
 
Unan eus kezeg Kreizenn Marc'hegañ St Rien
 
kreizennoù vakañsoù all e brezhoneg...

Labourat a ra Studi ha Dudi e-barzh ar bodad-labour "Dudioù e Brezhoneg ha e Gallo" krouet gant an UBAPAR :

  • kas war-raok stajoù ha kreizennoù vakañsoù nevez.
  • stummañ buhezourien ha renerien ar greizennoù vakañsoù (diplomoù DABU ha DARE kaset e brezhoneg),
  • brudañ holl asambles ar greizennoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallo (embann ul levrig bep bloaz...).

Evit goût hiroc'h war ar greizennoù vakañsoù kaset gant hor genseurted (An Oaled, Ti ar C'hoadoù, Gevred, COCOPAQ, Assembiées Gallèses, KLT, KEAV, La Fédé...) kit war lec'hienn an UBAPAR :

http://www.ubapar.org/rubrique54.html