Page Accueil
page en français
stages de breton
stajo¨ sonerezh, kan, dans
kreizenno¨ vakanso¨
raktreso¨ all
Studi ha Dudi
Studi ha Dudi
6, hent Sant Per
22720 PLIJIDI
studi-ha-dudi@wanadoo.fr

staj hañv sonerezh,
kan-ha-diskan ha dañs

staj sonerezh ha kan-ha-diskan
etre an 30 a viz Gouere
hag an 1añ a viz Eost 2008

 

 

 

  Pellgargit ar follenn enskrivañ
   
  Pellgargit ar follenn brudañ
   
  Kasit deomp ur gemennadenn pe ho koulennoù
   
kan-ha-diskan
>
d'ar merc'her 30 a viz Gouere - Marcel Guilloux
>
d'ar yaou 31 - Marie-Laurence Fustec
>
d'an gwener 1añ a viz Eost - Jean-Daniel Bourdonnay
  Deskiñ ha mont pelloc'h gant ar c'han-ha-diskan kaset bemdeiz gant unan eus an 3 ganer pedet : sonioù ar vroioù plin gavotenn ha fisel (tonioù ha pozioù), stummoù da ganañ... 3 rummad kanerien gwall anavezet e bed ar c'han-ha-diskan evit bezañ desket kalz gant ar re gozh a gaso ar staj-se .
   
bombard ha biniou kozh
>
d'ar merc'her 30 a viz Gouere
  Anne-Marie Nicol - Céline Le Forestier
>
d'ar yaou 31 viz Gouere
  Rémi Kergozien - Didier Durassier
>
d'ar gwener 1añ a viz Eost
  Daniel Le Noan - Alain Michel
 

3 vro disheñvel ha 3 devezh kaset gant 3 gouplad sonerien gwall anavezet evit son er festoù-noz pe er c'hoñkourioù :

  • d'ar merc'her 30 : Bro Bourlet en-dro da Bubri-Seglian
  • d'ar yaou 31 : Bro An Alre ha Karnag
  • d'ar gwener 1añ : plinn ha gavotenn Bro Gallag

Doareoù c'hoari, diwall ouzh ar binvioù, ar sonerezh daou-h-daou, selaou ouzh ar stummoù hengounel hag ouzh an tonioù (tonioù bale, tonioù a-boz, dañsoù).

   
akordeoñs
>
d'ar merc'her 30 a viz Gouere - Janick Martin
>
d'ar yaou 31 & d'ar gwener 1añ a viz Eost - Fred Lambierge
  Doareoù c'hoari war an akordeoñs diatonek (dorn dehou, dorn kleiz), tonioù eus Breizh Uhel ha Breizh Izel kaset gant 2 c'hoarier akordeoñs anavezet e Breizh.
   
gitar
>
d'ar merc'her 30 ha d'ar yaou 31 a viz Gouere - Gilles Le Bigot
>
d'ar gwener 1añ a viz Eost - Yvon Riou
  Doareoù c'hoari gant an "open tuning" (DADGAD), teknikoù implijet war ar gitar (flat ha finger picking), lusk... tonioù eus Breizh pe eus Bro Iwerzhon, tonioù kozh pe nevez savet.
   
violoñs
>
d'ar merc'her 30 ha d'ar yaou 31 - Christian Lemaître
>
d'ar gwener 1añ a viz Eost - Fañch Landreau
  Doareoù c'hoari gant ar violoñs tonioù eus Breizh pe eus Bro Iwerzhon, tonioù kozh pe nevez savet.
   
fleut a-dreuz
>
d'ar merc'her 30 ha d'ar yaou 31 - Erwan Hamon
>
d'ar gwener 1añ a viz Eost - Desi Wilkinson
  Doareoù c'hoari gant ar fleut a-dreuz, teknikoù implijet... tonioù eus Breizh pe eus Bro Iwerzhon : tonioù dañs, tonioù a-boz pe bale.
   
telenn
>
d'ar merc'her 30 ha d'ar yaou 31 - Marie Wambergue
>
d'ar gwener 1añ a viz Eost - Dominique Bouchaud
 

Labourat war tonioù eus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel, pe eus Bro Iwerzhon. Doareoù c'hoari war an telenn.

   
dañsoù kozh eus Breizh
etre an 29 a viz Gouere hag an 1añ a viz Eost
   
>
d'ar meurzh 29 a viz Gouere - Naïk Raviart
  dañsoù eus ar "Renaissance" ha penn kentañ ar XVIIvet kantved
  ar "Branle double" ha gavotenn Breizh, Trihori Breizh, "branles gais" (anvet «eus Breizh») hag ar "branles coupés", pachpi... Naïk Raviart he deus desket dañsal e "mod Breizh" en he bugaleaj en ur vont asambles gant he zad, Jean-Michel Guilcher, pa rae e enklaskoù war an dañsoù hag e labour dastumad e Breizh. Bremañ Naïk a zo deuet da vezañ klaskourez war an dañs hag he deus labouret kalz evit brudañ e Bro C'hall dañsoù kozh ar "Renaissance" ha re ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved.
   
>
d'ar merc'her 30 a viz Gouere
- Raymond LE LANN
  dañsoù Kerne Izel
  An devezh-mañ a vo gouestlet da dañsoù Bro Gemper (Bro Vigouden, Bro C'hlazik, Bro an Aven), ur vro pinvidig evit pez a sell an dañsoù hag ar sonerezh. Raymond Le Lann (Kemper 29) a zo ur c'helenner a anve mat-tre toud an dañsoù-se.
   
>
d'ar yaou 31 a viz Gouere
- Philippe JEGOU
  dañsoù eus Bro Gwened tu Breizh Uhel
  Dañsoù kozh ar vro-se (hanter-dro, tours, demi-tours, ridées, ronds de St Vincent ou de St Dolay...) ha dañsoù nevezoc'h (avant-deux...). Kanañ e-barzh an dañs, goût hiroc'h diwar-benn istor an dañsoù, ar sonerezh hag ar vroioù. Philippe Jégou a vev e Peillac (56). Kanañ ha dañsal a ra hag anavezout a ra mat-tre sonioù a vez implijet evit an dañsoù er vro-se. Anavezet eo eno evel unan eus ar re a renker pediñ evit deskiñ ar "ridée mod Peillac "
   
>
d'ar gwener 1añ a viz Eost - Maud Guillois
  dañsoù Kreiz Breizh
 

Plinn, gavotennoù... an devezh-se a vo gouestlet da dañsoù a-dro ar C'heiz Breizh e-lec'h pep dañser en em sil e-barzh an dro en ur mirout e stumm dezhañ da zañsal. Kaset e vo ar stal-dañs-se gant un dañserez a-vremañ a glask diazezañ he labour war hengoun an dañs e Breizh.

   
 
Fest-noz e St Konan - staj hañv 2008
  > deomp da grec'h
 

prizioù - stajoù hañv 2008

 

Ar prizioù menneget a-us a zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. Kit un tamm bihan pelloc'h evit kaout titouroù war ar sikourioù a c'hallit kaout marteze.
Degemeret e vez ar chekennoù vakañsoù.
Ma fell deoc'h e c'hallit mirout ho predoù pe bezañ degemeret war al lec'h.

   
  stajoù sonerezh pe kan-ha-diskan
 
  • skodenn da Studi ha Dudi : .............................. 7 €
  • stalioù sonerezh pe kan-ha-diskan : ......... 130 €
  • predoù da greisteiz (3 fred) : .......................... 29 €
  • bod ha boued (3 devezh) : .............................. 68 €
    5 pred kreisteiz ha koan + lein ha bod
   
  staj dañsoù Breizh
 
  • skodenn da Studi ha Dudi : .............................. 7 €
  • stal dañsoù Breizh : ....................................... 100 €
  • predoù da greisteiz (4 pred) : ......................... 38 €
  • bod ha boued (4 devezh) : .............................. 93 €
    7 pred kreisteiz a koan + lein ha bod
   
enskrivadurioù
  Niver a blasoù termenet evit pep stal
  Ne vez degemeret an enskrivadur nemet pa vez resevet ar follenn enskrivañ asambles gant ur rakpaeamant a 50 €.
 

Ur staj a c'hall bezañ nullet ma n'en em gav ket a-walc'h a dud evit ur staj-se.

   
 


Pellgargit ar follenn enskrivañ

(Ma ne welez ket ar follenn war ho skramm, e vo ret deoc'h menegiñ e c'hallit degemer ar pop-upoù war ho poeladenn-ensklask).

   
a bep seurt
  live
 
  • Goulet e vez ul live diazez war ar binvioù evit ar c'hoarierien sonerezh.
  • Hor stajoù ne degemer ket an dud a zo nevez krog gant ur benveg evit c'hoari sonerezh.
  dafar a bep seurt
 

degas peadra da enrollañ (MD, dafar enrollañ...)

  eurioù
 
  • etre 9 eur hanter ha 1 eur goude merenn
  • etre 2 eur ha 5 eur hanter goude merenn
  bod
 

Daou di gant kambroù ez eus gant Kreizenn Studi ha Dudi e Plijidi (kambroù gant 3 pe 4 gwele daou estaj). Pep hini a renk degas gantañ (ganti) liñselioù hag ur sach kousket.

Posubl eo kaout logeiz ivez tro war-dro m'ho peus c'hoant : jitoù pe B&B war kumunioù ar c'hanton, pe e Gwengamp (15 km).

Evit goût hiroc'h :

  • Bro an Douristelezh« Terres d'Armor »
    Ar Forjoù - 22390 BOULVRIAG
    Pgz : 02 96 43 44 43
    pays-terresdarmor@wanadoo.fr
    www.terres-darmor.com
  • Ofis an Douristelez Boulvriag (digor e-pad an hañv)
    12, Plasenn Kreiz-kêr - 22390 BOULVRIAG
    Pgz : 02 96 43 46 03
  • Ofis an Douristelezh Bro Wengamp
    Plasenn Champ au Roy - 22200 GWENGAMP
    Pgz : 02 96 43 73 89
    www.ot-guingamp.org
  • Jitoù Bro C'hall : www.gitesdarmor.com
   
yalc'hadoù : mat da c'hoûtů
 

Stummadur dibaouez

Gallout a ra Studi ha Dudi sevel stummadurioù evit an dud a c'hall kaout sikourioù pe yalc'hadoù a-drugarez d'ar stummadur dibaouez. An teuliadoù a renk neuze bezañ leuniet ha kaset a-raok ma grogfe ar stummadur.

Chekennoù Vakañsoù

Aotreet eo Studi ha Dudi abaoe 2008 evit degemer ar Chekennoù Vakañsoù evit paeañ ar stajoù.
Ma peus c'hoant da c'hoût hiroc'h war gement-tra zo a den d'ar baeamant, goulit digant Studi ha Dudi (02 96 13 10 69).

   
roll stajoù Studi ha Dudi
 

Aozet e vez bep bloaz gant Studi ha Dudi ur roll stajoù sonerezh, kan ha dañs. Ar stajoù savet ganeomp a glask broudañ sonerezh hengounel Breizh hag hor sevenadur. Un darn oute a ro plas ivez da binvioù all implijet an deiz a-herie en hor sevenadur pe da stummoù nevez.

An doareoù kelenn a zo diazezet war an doareoù kozh da zeskiñ ar c'han, an dañs pe ar sonerezh : deskiñ en ur selaou pe sellout, deskiñ an stummoù implijet gwechall, goût hiroc'h war istor hor sevenadur, hon dañsoù, hor c'han, hor sonerezh.

2 roll stajoù a vez savet ganeomp bep bloaz :

  • ur roll stajoù war un devezh pe 2 e-pad 8 dibenn sizhun etre miz Here ha miz Mae
  • ur staj hañv (fin miz Gouere - penn kentañ miz Eost) gant stalioù labour gouestlet d'ar c'han-ha-diskan, d'ar sonerezh pe d'an dañs
   
liammoù evit mont e darempred gant kevredigezhioù all....

Evit goût hiroc'h war al labour kaset gant kevredigezhioù all a genlabour ganeomp :