Page Accueil
page en français
stajoł brezhoneg
stajoł sonerezh, kan, dans
kreizennoł vakansoł
raktresoł all
Studi ha Dudi
Studi ha Dudi
6, hent Sant Per
22720 PLIJIDI
studi-ha-dudi@wanadoo.fr
   

Krouet eo bet Studi ha Dudi e 1994 (war an anv kentañ « Etre dec'h hag arc'hoazh ») gant ar palioù pennañ-mañ ::

  • reiñ buhez da Greizenn Plijidi gouestlet d'ar Brezhoneg, da Sevenadur Breizh ha d'ar Glad,
  • krouiñ hag aozañ eno obererezhioù ha dudioù a rofe ton d'ar Brezhoneg, da Sevenadur Breizh ha d'ar Glad (natur, en-dro, arkeologiezh, istoar, yezh, bed sokial) evit Breizh met dreist-holl evit Plijidi hag ar vro tro war-dro,
  • aozañ tabutoù, prezegennoù, emgavioù, diskouezhadegoù, stajoù pe oberezhioù a bep seurt war ar sevenadur e Kreizenn Plijidi pe tro-dro.

Abaoe eo bet krouet ar gevredigezh, ez eus bet dalc'het liammoù kreñv etre Studi ha Dudi ha Skolaj Diwan Bro Dreger (staliet ivez e Plijidi) evit ma c'hallfe an div gevredigezh kas war-raok e Kreizenn Plijidi raktresoù gouestlet d'ar brezhoneg ha da Sevenadur Breizh.

 

Etre 13 ha 16 ezel e kaver e-barzh Kuzul-Merañ Studi ha Dudi (etre 7 ha 10 ezel hiniennel ha 6 ezel dre ret) :

Izili ar Burev :

  • Yann-Fañch MILLET, prezidant
  • Didier LE BUHAN, bez-prezidant
  • Michel LEVER, teñzorer
  • Fulup KADORED, eil teñzorer
  • Jean-Lou LINTANF, sekretour
  • Claudie LE PIERRES, eil sekretourez


 

Izili ar C'huzul Merañ (war-lerc'h an Emvod Meur d'ar 16/02/08)

Izili hinienn

  • Yann-Fañch MILLET,
  • Didier LE BUHAN,
  • Michel LEVER,
  • Fulup KADORED,
  • Jean-Lou LINTANF,
  • Claudie LE PIERRES,
  • Koulmig MALRIEU

Izili dre ret

  • Yolande BARBEDETTE (Maerez Plijidi)
  • Michel HUBY (Ezel - Emglev Kumunioù Boulvriag)
  • Yannick BOTREL (Kuzul Meur - Aodoù an Arvor)
  • Mikael FICHOU (Rener - Skolaj Diwan Bro-Dreger)
  • Bernard LANDOUSIES (Prezidant - Skolaj Diwan Bro-Dreger)
  • Paul KERRAIN (Teñzorer - Skolaj Diwan Bro-Dreger)